Ar prantad thinit, pe arkaek, a zo prantad istor henegipt a endalc'h an div dierniezh gentañ. Mont a ra mui-pe-vui eus -3100 da -2700. Anv ar prantad a zeu eus kêr Thinis, e-kichen Abydos, kêr orin faraoned an tierniezhioù-se. Ar gêr-benn a oa Menfis (Men-Nefer pe Ineb Hedj) dija avat. E-pad ar prantad thinit e vez staliet tamm-ha-tamm an holl reolennoù politikel, sokial ha relijiel a vo diazez istor Henegipt ar c'hantvedoù war-lerc'h.